Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/155

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 154 —

vosion ? Penos a trougareqeomp Jesus deus ar burzud deus he garante ?

Jesus a so en hon toez qen guirion evel ma oa, en pad he vue, gant Mari ; ober a ra he blijadur o chom genimp en tabernaclo : pesort plijadur a meump-n’hîn da vont da rentin de-han hon adorasion hag hon respet ? Pesort c’hast a meump-n’hîn da vonet d’hen goelet, da enem antretenin gant-han, da discoîn de-han hon ezomo ha da c’houlen he sicour.

Erfin, Mari a so gant Doue en env, n’hîn ive a so galvet d’ar memeus evurusdet, na n’omp crouet nemet evit-han : petra a reomp-n’hîn evit hen meritout ? Petra na reomp-n’hîn qet qentoc’h evit hen coll ? O mar meump ar maleur da nonpas bean en gras Doue, ma na man qet Doue genimp, beomp recours da Vari, gant-hi eo bet bepret ha dre Vari ac’h obtenfomp ma veso bepret genimp.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 26.)


Er sul an dregontet deus a vis ebrel, en