Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/158

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 157 —

relijion ; hag ar pes na allan qet da gompren, eo c’hoas o oelet na allan qet andurîn compangnones an Hugunodet : qen lies goech ec’h int bet ous ma bisitan, em eus zantet evel eun derjen ebars ma oll mempro. — Qement-se, e me an itron, a so eset da gompren, Doue a neus c’hoant a vec’h eur c’hatoliq mad. — Peuc’h, e me ar c’hlanvour, gant eur hevelep avijo : mac’h anaveout a ret, ha goud a ret petra e sonjan deus eun hevelep superstisiono : divoalet da goms d’hin biqen deus a relijion. » An itron ec’h a d’ar sadorn da gaad an otro Desjenett, hag a rent cont de-han deus ar pes oa tremenet. Pedin a rer c’hoas evit-han d’ar sul, hag an itron ec’h a d’hen goelet adare d’ar guener ; en eur ariout e cav ar c’hlanvour trist, poaniet hag eur levr en he sorn. Pa c’houlennas digant-han penos en em gave, c’heman a respont : Na allant qen, andurin a ran tourmancho dreist mezur. Disul da noz, ma c’housqet a so bet troublet gant unvreo ar muian spontus hag abaoe n’am eus qet bet a repos na noz na dez ; mar dichans d’am daoulagat enem serrîn, qen