Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/154

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 153 —

ive gant-han. Galvet a neus a ne-hi en he balez evit lodenin gant-hi he oll galloud hag he lacaat an tensorierez deus he c’hraso ha deus he visericord.

Doue a so hag a so bet gant Mari en peb amser : Doue a so ive genimp, mar ec’h omp ebars en he c’hras hag en he garante ; rag J.-C. a lar en Aviel penos he Dad hag hen a ra ho demeurans ebars an ine just ; ha sant Paul a lare d’ar gristenien a Gorinth : « Ha na nousoc’h-u qet penos oc’h templ an Otro Doue, ha penos speret Doue a so disqennet hag a chomp ennoc’h ? Divoalomp eta, evel e lar ar memeus abostol, da vougan speret Doue en hon c’halon ; divoalomp d’hen chaseal deus hon c’halon dre ar pec’het ; ha divoalomp d’hen contristan en eur resistan d’he inspirasiono zantel.

Mari a neus bet ar boneur da bosedin Doue entre he daou goste en pad nao miz ; n’hîn ive a meum ar memeus boneur qen lies goech a comuniomp, en pad eur beroc’h amser evit guir : Mari a anave hec’h evurusdet ; ha n’hin, pere a ve neuse hon santimancho, hon anaoudeges, hon fe, ho de-