Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/153

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 152 —

eo guir, evel hen asur dimp an Aviel, penos Doue a laca he oll blijadur oc’h ober he zeumeurans en calon an den just, evel ebars en eun templ zantel, gant pegen bras joausdet ha plijadur na deu qet Doue da vean ha da chom en eur galon qen pur ha qen dosil evel oa c’hini Mari ! Doue oa gant Mari hag en Mari evel e man an ine gant ar c’horf da behini a ro ar vue, ar sonjeson hag ar vouamant. Mes goude ma nefoa bet enem rentet da desingno Doue, discleriet de-hi gant ar Arc’Ael, Doue oa gant Mari, nonpas dre ar bresans hepqen deus he c’hras, mes Doue an eil ferson deus an Dreindet a deuas da chom en guirione, en-pad nao miz entre an daou goste zantel deus a Vari. Goude he donidiges, Salver ar bed a chomas gant Mari, tremen tregont vloa : bean oa hant-hi, coms a re out-hi, bean a nefoa evit-hi an teneran carante deus eur bugel : he sicour a re en he labour, lodenîn a re he faourante, he souten hag hi c’hrevaad a re en he foanio.

Erfin, Jesus, memeus pingnet an env, a oa unisset gant Mari, ha breman e man Doue gant-hi en he c’hloar, ha Mari a so