Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

preciusan, guir eo, rag bemdez, distro ar bec’herien memeus ar muian aheurtet a discleri ar ouirione-man. O Mari, pegement a so aman dirasoc’h pere a neus santet ec’h oc’h leun a c’hras, plijet ive genac’h ober tanva da gals, troet divoar an hent mad, an dousder deus ho protecsion, evit ma teuiont da disclerian en eur voes : ia, Mari, c’houi en guirione, a so leun a c’hras.




PEVARE DEVEZ VOARN’UGUENT.


————


DOMINUS TECUM.


An Otro Doue a so genac’h.


Doue a so bet en peb amser gant Mari. Adaleg ma oa bet Mari consevet, pur ha didach, Doue oa gant-hi en eur scuil a voar-n’hi he donesono, he faveurio ; en eur ober cresquin en peb instant he c’hraso hag he vadeles dreist muzur en he c’henver. Mar