ar c’hoas, marteze, e vîn re diveat. » Evel ma oa bet cals a veleïen o clasq hen guelet, Desire a c’houlenas an hini a nefoa ar fallan resevet, ha pe antreas a laras dehan : « Ma zad, achu eo d’hîn, c’hoant am eus da govesaat. » Goude he govision pehini a badas pemp qart d’heur, Desire na ouie qet penos discoîn he joausdet. « O pegen contant ec’h oun-me breman ! re evurus ec’h oun, bean oun an evurusan deus an dud. » Ha goude bean resevet an Otro Doue, a laras : « O pegen pinvidiq ec’h oun-me breman ! Penos trougarecaat Doue deus he vadeles hep par enem c’henver ! » — Erfin, goude eun neubeut a deïo a boan ha pere ac’h anduras gant eur basiantet hag eur resingnasion admirabl, ha goude bean resevet an divean sicourio deus ar relijion, a tremenas gant joausdet d’eur joausdet hep fin.
O Mari, guir eo ec’h oc’h leun a c’hras ; na aller qet nac’h penos eo enem blijet Doue da scuil e voar-n-oc’h he donezono ar