Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/150

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 149 —

d’ac’h, doctor, petra a gredan : na c’houllan pelloc’h clevet eun hevelep langaj ; na chanchîn qet : na gredan qet en Doue ; ha goude tout, mar so eun env, eun eternite, na meus netra da enem reproch na da enem damal. » — Ar medesin a delc’has da reîn de-han avijo mad, mes ar c’hlanvour a dro he ben ha na ra qen a seblant d’hen clevet. Pe oa partiet ar medesin, ec’h arruas eur leanez a Vuir-Sicour evit hen evesaat. Desire a lar de-hi : « Pegement ec’h oun scouis o clevet ar medesin-ze ! na ra nemet coms d’hîn a relijion : inutil eo d’hîn laret de-han a tor d’hîn ma fen, na c’houl qet tevel. — Gouscoude, ma mingnon, eme ar leanez, mar so eun Doue, petra a deufet da vean, rag na neus den voar an douar pehini a so en guirione didach ha dibec’h. » Goude bean sonjet eur pennat, Desire a lar a voes huel ha scler : « Sonj am eus deus eun dra burzudus, deus eur miracl pehini na aller qet nac’h, rag goelet eo bet gant eur bobl en antier : ar miracl-se eo ar c’hresqans deus a bemp bara en desert. C’hanaveout a ran J.-C. evit ma Doue : groet digemen d’eur beleg evit ma covesaïn vit an noz, rag