Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/145

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 144 —




TREDE DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Gratia plena.


Leun a c’hras.


Mari hepqen, en toez an oll grouadourien, a so bet dre eur c’hras particulier preservet dious ar pec’het, pehini a so commun da bep hini deus a vugale Adam. 011 e meump resevet ar vue hag ar pec’het er memeus amser, oll ec’h omp bugale a goler ha sujidi d’an droug speret : Mari hepqen a so bet crouet en eur stad a burete hag a santelez parfet, en hevelep feson ma c’haller, adaleg an istant deus he c’honsepsion, adresin de-hi ar c’homjo-man deus ar Scritur santel : Ho qenet a so hep par, c’houi a so pur, glan ha didach. Sant Ian Avieler hag ar profet Jeremi a so bet puri-