Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/144

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 143 —

hen sicour ; neuse a scuil daero en eur grial : O Doue a vadeles, pegen bras eo ho miscricord ! Evelen eta, a teurveet ober em c’henver, me pehini nam eus groet nemet hoc’h ofansin ? Ma oll bue, ha na vo qet hir avoalc’h a vezo impliet evit reparin ma oll ofanso en ho qenver.

Dont a reas da goves dec dez dustu, ha goude he oll blijadur oa o pedin, o len, o veditan ar Scritur santel hag o scuil daero dous dirag aoter ar Verc’hes da behini enem c’hanavee dleour deus he voneur, he beuc’h, hag he joausdet. Goude bean tremenet eun neubeut dezio en toez an Tado Jesuitet, ac’h antreas er seminer gant intansion, eur voech groet beleg, da vonet d’ar broio pell evit preseg ar fe, hag evit disclerian, dre oll, protecsion ha madeles Mari. »


PEDEN.


O Mari, me ho salud gant an oll respet, gant an oll deneridiges deus pere eo capabl ma c’halon. Plijet, me ho ped, receo ma salud. Groet ma teuio, evel c’hini an ael da gargan ho calon a joausdet, ha da obten d’hîn ho sicour hag ho protecsion.