Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/143

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 142 —

he boan dre eur guir govision ; mes ar sonj da govesaat hen spouron, na c’houle qet plegan he ourgouill, doujan e ra goaperez an dud, hag an desir eusus da enem distrujan a deu oaz-ous-oaz en he speret. Qeit-ha ma oa ous enem gombatin e tistro d’an ilis hep sonjal, hag o oelet ec’hanoun em c’hovision, ec’h antreas ive, nonpas evit coves, mes evit clasq soulajamant ous he boanio. An histoar deus he vue a badas eun heur, ha goude bean presantet de-han an oll motivo a gonsolation hag a bardon, ec’h achuis en eur laret : Na neus qet eur bloa c’hoas, eun Escop ioanq a recommandas d’ar pedenno a ve adreset da Vari ebars an ilis-man, evit distro ar bec’herien, eun den ioanq, eur mingnon de-han pehini a nefoa enem abandonet d’an disurs. Pedet hon deus Mari evit-han. Enem rejouiset gan’himp, ma bugel, rag hon Mam vad a neus hon silaouet. An escop ioanq-se pehini a so ho mingnon eo Beneat Truffet, escop a Galipolis, hag an den ioanq-se a eo… choui. —- Qerqent, an den ioanq paour-man a sell ouz-hîn, he visaj a deu ru-tan, coll e ra ar gomz. Mont e ran deus ma c’hovision evit