Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/142

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 141 —

ar rivier ha gant ar memeus santimant fall. Azeet voar bord ar c’hanal, hag o considerin ar be prest d’hen lonqan, a teu da laret de-han ec’h-unan : A-ze dindan dec pe daouzec troatat dour, e man ar maro hag an devoalijen : mes na goude ar maro hag an devoalijen ?… Eur voez a respont de-han : Goude ar maro hag an devoalijen a so eun Doue coleret, eun Doue just, ha venjer, sel, sonj arfad, divoal ha cren ! Ar memeus amser he speret a deu da dreîn, sevel ha qerset a ra hep gout pelec’h : antren e ra en qer, bale ra dre ar ruio, hag eben noz, ec’h arru dirag ilis an Itron-ar-Victoario pehini na nefoa james goelet. Antren e ra en-hi evit discuizan ; mes, evel na nefoa qet a arc’hant, na gredas qet azein voar eur gador gant aon a vije groet de-han pean, hag a eas da enem c’harpan ouz ar vinz deus ar gadoar-sermon. Ennon he speret a deu da dranquilaat ha da vean muioc’h poset : santout e ra eur certen peuc’h eur certen dousder evel o tisqen en he galon : sonjesono a visericord, hag a bardon a deu da distanan he ine, monet a ra ar mez deus an ilis gant santimant da glasq remed ous