Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/141

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 140 —

aon da vean seret ha laqeet er prison evel eun den divroet. Scouis oc’h alompat ha prest da vervel gant ar famin, an den ioanq malurus-man na c’houl qet plegan he ourgouill ha distreîn ous Doue, en eur c’houlen he sicour ; er c’hontrel, laret e ra de-han ec’h-unan : Bevet em eus tregont vloa, hag an tregont vloa-man a dal cant vloa deus bue ma zad, ha gant-se e c’halan breman mervel. Resolvet da laqet fin de dezio, ha da gaad ar rivier deus ar Sein pehini a dremen dre ger, mes o sonjal penos ec’h all bean goelet ha c’hadtapet, ec’h a d’ar c’hanal ; ennon, pell dimeus an dud, eur voech eet dar fons na nalje qen dont voar var. Goude bean caad eur plas distro en pehini a oele na vanqje qet da enem veuin, e teu da boz eur momet ha da recitan, evit he divean qen a vezo ar Memorare, he beden custumet da Vari. Pa nefoa achu, a qemer he lans evit enem doll en dour, pa deu er memeus istant eun den pehini na nefoa qet guelet da griall de-han : Hola ! hola ! divoalet ! — Furius o oelet na nefoa qet galet dont a ben deus he dorfet hep bean goelet, ec’h a pelloc’h en eur c’heuil