fiet deus ar pec’het orijinel arog ma oant ganet, mes beteg neuse a oant souillet hag e oant dindan domani Satan ; mes Mari na neo qet bet purifiet deus ar pec’het orijinel, mes preservet hag exantet. Hec’h ine pur ha goerch, pinvidicaat deus an oll donezono deus ar Speret-Santel, na neo qet bet, eun instant hepqen, dindan domani an droug speret, rag he c’honsepsion a so bet pur ha didach. Ouspen bean bet preservet deus ar pec’het orijinel, Mari a neus recevet asembles gant ar vue, graso ha donesono hep nombr ; da bep den, eme eun doctor, Doue a ro he c’hras mes gant eur certen musur, muioc’h da unan, nebeutoc’h da eun all, herve an desingno deus he brovidans, mes evit Mari na neus qet bet a vusur : seblantîn a ra, eme sant Basil, a nefe ar Speret-Santel evel dizec’het ar soursen deus he oll vadeleso evit ho scuill voar Mari, pehini, en pep instant deus he bue a neus-he cresqet dre he fidelite da respont de-he gant an oll ferveur deus pehini oa capabl : en hevelep feson penos Mari en fin he bue oa en eur poent a zanteles hag a verit qen huel ha qen parfet, qen na neo qet posubl da speret an den hen compren.
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/146
Neuz