da obten eur garg huel ha peet mad. Qement-man oa ar pen coz deus he valeur ; rag adaleg neuse, evel mac’h alle enem brocurin pes a desire he vanite hag he voal inclinasiono, e teuas da enem ienan ous ar relijion, d’he dilesel, ha d’he c’hancoaout. Cousgoude, evel ma nefoa bet aboe he vugaleach eun devosion dener evit Mari, e lere bemde en he henor ar beden ver, ar Memorare : O Mari, beet sonj, peden pehini oa bet disqet de-han gant eur beleg pehini a nefoa laqet he oll aqet evit hen instruin er fad. Na nefoa a vad nemet ar beden-ze da Vari, ar rest deus he gondu na oa nemet dizurs hag lousoni. Pevar bloa a oa ma telc’he ar memeus bue pa deuas Doue da reîn de-han eur gentel. Coll e ra he blas, hag evit gallout bevan oa oblijet da enem divroin ha da vonet d’an Itali. Distro en Frans, e caf c’hoas eur plas mad pehini a deu da goll c’hoas buan dre he vue direglet. Evel na nefoa esperngnet netra, oa oblijet da oersan he zillad pes ha pes evit bevan. Coet en eur viser a vrasan, hag o vean hep ty, hep gouiscamant nemet an hini a douge, a teu da vale dre ruio Paris, dez ha noz, gant
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/140
Neuz