peet qet aon, poaniet ha malurus ec’h oc’h, ma oll amser a so evidoc’h. — Goude bean sonjet eur pennat, a roas d’hîn scleramant an dolen deus he vue ; laret a reas d’hîn oa ganet deus qerent christen, ebars en eur ger vian deus a Savoi voar bord Frans ; penos a tremenas he vugaleach hag he eil noad ebars ar pratiq deus an teneran devosion ; penos e oa bet savet ha disqet gant beleien : en toez pere unan a nefoa bet evit-han eun interest hag eur garante ar vrasan. Da noad a ugent vloa ac’h e da vont d’ar seminer rag c’hoant a nefoa da vean beleg, ha memeus bean a nefoa intansion da vont da brezeg ar fe d’ar broio estranjour. Ebars ar santimancho-ze a oa pa deuas unan deus he gerent pehini oa enem rentet meurbet pinvidiq dre ar c’honvers, d’hen caad ha da laret de-han : penos gant he speret hag he ziscamant, mar carje monet da Baris, a serje en ber amser eur fortun vras. Goneet gant comjo livet qen caer, an den ioanq a renons d’ar seminer, hag a fors he dad d’hen cas da Baris. Plaset mad, en eur ariout, a teuas en ber amser dre he labour hag he ziscadurez da acqisitan arc’hant ha
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/139
Neuz