Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/138

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 137 —

da bedenno servijourien Mari, ha chetu ive aman penos Mari a deuas d’ho silao ha d’ho exausîn. « Ar sadorn, an eisvet voarn’ugent deus a vis aest, deus ar memeus bloa, a oan, eme an otro Desjenett, person deus a ilis an Itron-ar-Victoario, ebars ma c’hovision ; goelet e ran eun den ioanq oc’h antren en ilis, hag a deu en qichen ma c’hovision, alies a selle ous-hîn, ha pa oan gant an hini divean, heman a antre ive en eun toll. Aru gant-han, e ran de-han ma benedicsion, hag hen pedan da laret he gonfiteor. Respont e ra d’hîn gant eun ton trist hag hirvoudus : — Otro, na deuan qet evit covesaat, na meus intansion ebet evit-se, mes ar maleur o vean ous ma c’heuil hag ous enem gavet bec’het a anqen, ha casi coet en disesper, e teuan hep-qen evit enem antretenîn genac’h hag evit clevet hoc’h avijo, hag ho cusulio mad. — Ma mingnon, a laris de-han, ma brasan plijadur a ve diminuin ha dousaat ho poan ; mes, ret eo d’hîn hec’h anaveout qen ma teufe mac’h avijo da servijout d’ach. — Compren a ran, e me an den ioanq, mes an histoar deus ma bue a so c’hir hag eme aon d’ober d’ac’h scouisan, ha coll re a amser. — No