Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/134

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 133 —




EIL DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Ave, Maria.


Me ho salud, Mari.


Enem dougomp en speret er ger a Nazaret ha consideromp gant attention an treo burzudus a dremen ennon. Goelomp gant eston unan deus ar sperejo pere a veul hag a servij Doue en env, goelomp gant eston unan deus ar re huellan o tisqen voar an douar, hag ous enem iselaat dirag Mari en eur adresin de-hi gant respet ar c’homjo-man : Me ho salud, Mari. Na neo qet dirag Mari savet en huelder an envo, hag azeet evel rouanez e voar an tron a c’hloar, a teu an Arc’hael da enem iselaat, mes dirag Mari o chom c’hoas voar an douar, dirag eur femelen baour, neubeut c’hanaveet gant ar bobl, lojet en eun ty dister, ha pehini na