Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/133

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 132 —

hag o oelet na nalje qet tremen qen buan evel ma nefoa c’hoant, ec’h eas d’eun ilis all deus a ger : ennon a tiscarg, dirag eur beleg, ar bec’h pehini a boeze voar he gonsians, ha goude bean bet reconsiliet hag unanet gant Doue, ha gant-han ec’h-unan, an den-man a discoe he joausdet hag he beuc’h, dre an daero dous a scuil, ha dre an er a gontantamant pentet voar he visaj. Breman, he vrasan plijadur eo remplisan he deverio a relijion, hag asistan en pedenno ar Verc’hes ; casi bepret a ve en he c’heno ar c’homjo-man : oll dreo ar bed a so evel eur vogeden, an den na dle sonjal nemet en he silvidigez : o pegen madelezuz eo ar Verc’hes Vari !!! Evurus eo an hini enem adres de-hi, hag hi c’har !!!


PEDEN.


O Mari, groet ma veso ho c’hano meurbet dous ha santel, hon souten en hon tentasiono, hon c’honsolasion en hon foanio, hon ners en heur ar maro : groet ma vezo ar reman hon girio divean : O Jesus, hon Salver ! O Mari, hon Mam hag hon esperans !…