Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/132

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 131 —

he gommunion gentan. Bet oa instruet, ha savet fall : en tuont, en he studi a nefoa bet enem lezet da len levrio impi ; en eur gir, bean oa adversour toueet d’ar veleïen ha d’ar relijion ; na oa christen nemet dre he vadeiant. Eun dez, evit he voneur, e teu da gaad eur levr pehini a goms deus a Ilis ar Verc’hes en Paris, ha deus ar c’honversiono a obtener en Ilis-se dre intersesion Mari. An den-man pehini a zelle ar levrio a devosion mad hepqen evit seurezet, a deu da len ar levr-man gant plijadur : memeus, ar pes a oel a ra de-han laret : O ! carout a rafen bean en Paris evit pedin ar Verc’hes en hec’h ilis, carout a rafen ive, a vreman, caout he medalen. Unan deus he gerent, oc’h anaveout he zisposisîono mad, a ro de-han medalen ar Verc’hes, hi c’hemer a ra gant respet, poqet e ra de-hi, hag hi laqet a ra en he gerc’hen en eur laret : hi dougen a rin voar ma c’halon ar rest deus ma bue. Aboe ma nefoa laret ar c’homjo-man, enem gav qen touchet ha qen preset, gant eur mouamant interieur deus ar c’hras, qen ec’h a voar an tol, da goves. Aru en ilis, o oelet cals a dud en dro d’ar c’hovisiono,