Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/131

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 130 —

deus he varo. » Eur servijer da Vari a lere : « Goude an hano adorabl deus a Jesus, na neus hano ebet pehini ec’h al reîn qement a sicour, na bean eur voïen qen zur a zilvidigez evel an hano meurbet zantel deus a Vari, ar Verc’hes biniget. Na neus hano, nag en env, na voar an douar, pehini a ro d’an ineo qement a c’hras, a esperans hag a dousder. » — Re evurus e ven, eme sant Gregoar, mar alfen mervel en eur bronons hano Mari ; dor an env a ve digor d’hîn hep dale. » — « O maro dous, eme sant Ligori, o maro evurus deus an hini pehini a dremen deus ar bed-man d’he eternite en eur bronons hano Mari. »


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 370.)


Eun exempl c’hoas c’hoarveet en Itali, en pad mis mae, er bloa 1842. Bean oa er ger a Chiesi eun den oajet voar dro daou vloa ha tregont pehini na oa qet bet o coves aboe pemp bloa voarn’ugent oa, da laret eo aboe