defoa nemet poan he diou vrec’h evit gonit he boet. Perag e teu ar mesajer bras-man da enem humilian ? Perag ? Enem iselaat a ra abalamour da huelder Mari, huelder pehini a sav en he-hi dreist d’an oll aele, rag bean eo leun a c’hras, rag bean eo choaset evit Mam d’eun Doue, ha bean eo pur ha goerc’h deus eur burete ha deus eur guerc’hder pere a dremen purete an aele memeus.
Mar deu an Arc’hael da rentan da Vari qement a omaj hag a respet qeit ha ma oa voar an douar, hag arog memeus oa Mam d’hon Salver, pegement na dleomp-ni qet de-hi a respet, breman pe man en env voar eun tron sulaouret ? ha pa deu ar sperejo evurus da enem izelaat dirag-hi, pegement na dleomp qet enem humilian, n’hîn pere a so leun a viser, a gorupsion, hag a bec’het, na dleomp ni qet enem humilian, dirag an hini pehini, goude Doue, a so hon souten, hon refuj, hon esperans ? Ouspen, evel na neus qet eur buguel brasoc’h plijadur, dousoc’h evurusdet evit n’eo o sonjal, oc’h admiran, o tisclerian an henor hag an huelder da bere a ve savet he vam, evel--