Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/13

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 12 —

nin a reas abalamour da beden he vam da dud he vro pere h’en ne oa dispriset.

Ho Mari ! ho hon mam ! chetu eur figuren deus ar pes a ret qen lies en hon c’henvert. Pegen lies nac’h eus-hu qet bet disarmet coler ho Map prest da goean e voar n’homp abalamour d’an injur, d’an disprisans gret de-han dre hon pec’hejo.


PEDEN.


A daleg breman, en peb ocazion, en peb danjur, ma c’honfians a vo en-oc’h, ho ma Mam ; a vreman, evel eur bugel hep galoud, diganac’h a clasqin sicour ; en pad ma bue enem dennin en tre ho tivrec’h, hag en heur deus ma maro ac’h esperan laqet ma ine en tre ho taouarn, en eur lavaret : ho Mari ! ho ma Mam, asistet ec’hanoun, ha bet true ouzin.


————