Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/12

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 11 —

da Vari. Hi muioc’h evit hini all ebet a neus ar gallout evit disarmin coler he Map.


EXEMPL.


Raportet eo en histoar romenn penos enn den puisant deus a ger a Rom hanvet Coriolan ous enem santout dispriset a sortias deus a ger hag evit tennan vanjans deus an injur a ne oa resevet, ac’h eas da gavet adversourien ar bopl a Rom, ha goude ho bezan goneet, e teuas en pen ho armeo d’ho chonduin voar Rom evit he fillan hag he lacad en ludu. O clevet qement-se hag o considerin ar maleurio pere ac’h e da goean e oarn’han, ar bopl deus e Rom evit esa damisaat Coriolan a gasas hen beteg an dud ar muian respectabl deus a ger ; an oll stado a eas an eil goude he gile d’hen pedin da aretin he fulor ; inutil e oa ; Corioian a deuas beteg murio qer. Neuse ar Romanet a ne oe recours d’ar voïen divezan. Ober a rejont d’ar vam sortial ha monet da bedin he map. Ar oel hepqen deus he vam, ha deus he daërou, a reas da Coriolan renons d’he desin ; retorn a reas voar hec’h is. Pardo-