Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/11

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 10 —

sant Ian, e lavaras de-han : chetu aze ho mam. Dre ar c’homjo-man, e me sant Bernadin, Mari a deuas neuse da vean mam, nonpas hepqen da sant Ian, mes d’an oll dud christen, rag remerqin ac’h eler penos n’ac’h elvas qet Ian dre he hano, mes hen galvin ha reas he disqibl evit rein da gompren penos e roe Mari evit mam d’an oll gristenien.

O pegement ac’h omp evurus da gavet Mari evit mam, ha pegen muioc’h evurus a vemp c’hoas, ma vemp he guir bugale ; piou james a gredfe dont da essa hon tennan deus en tre he daouarn ? Deus petra ac’h alfemp-n’hin cavet aon ? Satan hag hen a deu da c’hoesan dac’h an droug ? Sevet ho calon voar zu Mari : hi a neus bruzunet de-han he ben ; he hano hepqen a ra de-han qemer an tec’h ; ha santout a ret-hu o virvin en ho calon an tan pehini ec’h a d’ho poac’hat ha d’ho tevin ?

Ho beet recours da Vari ; he sicour evel eur c’hlisen a burete a sisqenno en ho calon evit hen calmin ha rein de-han ar peuc’h. Mar crenet ho sonjal ac’h eus meritet dre ho pec’hejo coler ha justis Doue, beet recours