Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/14

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 13 —



TREDE DEVEZ


————


Pegen bras eo ar garante a neus Mari evidomp.


Pa eo guir penos Mari a so hon Mam, consideromp hag admiromp an deneridigez a deus evidomp. Naturel eo da eun tad, da eur vam, caret ho bugale : d’ar vugale hep-qen, Doue a neus groet eur gourc’hemen da garet ho zud ; rag ar garante evit ho bugale a so scrivet don, ha padus, en calon tad ha mam. Ho Mari, pa eo certen penos eur vam ordinal na al qet miret da garet he bugale, ho Guerc’hes, pegement a garante n’ac’h eus-hu qet evidomp ; c’houi da behini an Ilis a ra laret ar c’homjo-man : ho christenien, ho bugale, ha pe c’hoarvefe (ar pes a so imposubl) da eur vam bean dinatur avoalc’h evit ancoat he bugel, evidoun-me, n’ho c’hancoain james.