hanval ous he map, ac’h-hi a elfe caout eur speret dishanval deus hini Jesus ? O nan, he map a so eun Doue a visericord, ha c’hi a so eur vam a deneridiges evit an oll. Mari, eme sant Bernard, a so qen madelesus, qen pa deu ar pec’her, piou benag a ve, da enem recommandin de-hi, Mari, hep considerin he indigniteo, hen silao, hag a deu d’hen sicour hep dale.
Demp eta gant fians da gaad Mari, rag sur ec’h omp da receo digant-hi ar pes a c’houlenfomp, rag Jesus na all refus netra d’he Vam ; hen eo a neus-hi carget da zîstribuin dimp he c’hraso. O Mari, eme sant Bernard, c’houi a so mad en qenver an oll ; leun a drue evit ar bec’herien en eur reîn de-he ar graso a bere ho deus esom evit ho silvidiges.
Chetu aman eun exempl, en toez qement a re all, pehini a discoe dimp scleramant penos Mari a deu da dennan ar pec’her