guirione an douar-ze prometet gant Doue ha deus pehini a zil ar lez hag ar mel. Sant Bernard a gomparach c’hoas Mari ous eur voeen Olivet, hag evel deus ar voeen-man na deu nemet ioul, pehini a so ar sinn deus an dousder, deus ar visericord, evel-se ive, deus a daouarn Mari na sorti nemet graso ha faveurio. Hon gervel e ra oll evit receo digant-hi an ioul neseser d’hon gouliou ha d’hon foaniou. Mari a neus bepret he daoulagad digor evit goelet pelec’h a so tud hag a soufr, tud er vizer, hag a laca he brasan plijadur da zonet d’ho sicour.
Len a reomp en Aviel penos, pa nefoa ar Samaritanet refuset da receo J.-C. hag he doctrin, an Ebestel sant Jacqes ha sant Ian a lavarjont d’ho Mestr : C’hoant ec’h eus, Otro, ha ni ec’h a d’ober d’an tann deus an env dont da boac’hat ha da laqat en ludu an dud-man pere ho dispris ? Jesus a respontas de-he : Na anaveet qet ma speret : ma speret a so eur speret a dousder hag a gompassion ; deut ec’h oun deus an env evit sovetaat ha nonpas evit punisan ar bec’herien. Chetu a-ze speret Jesus, eur speret a dousder : ha Mari, Mam da Jesus, Mam qen