Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/127

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 126 —

deus he stad malurus, ha penos a ro de-han an ners evit chom voar an hent mad.

Ebars en eur ger deus an Itali, en pad mis mae, er bloa 1842, eun den ioanq pehini aboe pell amser oa, a gondue eur vue direiz, a eas da c’heuil ar re all da bedenno ar Verc’hes. En pad an înstrucsion, enem gav, en eun tol, qen touchet hag o santout na oa qet ive miret he daero, ec’h eas da enem guan en eur c’horn deus an Ilis. En-non, a esa resistan ous ar c’hras pehini hen pres da chanch bue, ha da distreîn ous Doue ; mes inutil eo de-han ; he galon, beteg neuse obstinet, enem digor, he zaoulagad a scuil daero, enem recommandin a ra d’ar Verc’hes : hag evit caout ar peuc’h gant ar remorso deus he gonsians, ec’h a en dez voarlerc’h da goves, ar pes na nefoa qet groet aboe tri-hoec’h vloa diagent. Goude he govision, evit reîn d’he vingnonet a disurs eun testeni deus he chanchamant, hag evit disclerian de-he ar santimancho en pere oa da gonduîn eur vue gristen, an den ioanq-man ec’h a d’ho c’haad ebars en eur c’hafe en pehini a oant enem asamblet, hag en eur ariout a lavar