Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 117 —

dre ar pec’het coll carante Jesus, eo hen guelet c’hoas o caout devosion evit ar Verc’hes, rag gout a ra penos, dre he intersesion, ec’h all c’hoas en em unanîn gant he Map, ha na baouez qet d’hen tentîn qen a nefe hen distaget deus he c’harante, rag neuse ec’h eo sur mad a ne-han. Mes qeit-ha ma chomo ar pec’her stag ous Mari, dre eun devosion guirion benag, na allo qet perissan, rag Mari a neus c’hoant d’hen sauvetaat ; bean a deus ar galloud ; bean e deus c’hoant, rag bean eo Refuj ha Mam ar pec’her, ha dre-ze, hi a neus teneridigez evit-han ; bean a deus ar galloud, rag Jesus he Map na all refus netra de-hi, ha dre-ze ac’h obteno pardon evit ar pec’her.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 368.)


Er bloa 1842, oa ebars er Piemont en Itali, eun den clanv pehini, voar ar poent da vervel, na c’houle qet a vije comset de-han deus a relijion, na deus ar sacramancho, pere na nefoa qet resevet aboe pemp