Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/117

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 116 —

daou boent evel certen : da gentan, penos na all qet bean collet eur guir servijer da Vari : d’an eil, penos na all qet bean salvet an hini na servij qet Mari. O Mari, eme sant Anselm, evel ma eo impossubl d’an den pehini na neus qet devosion evidoc’h bean salvet, evel-se ive eo impossubl d’an hini pehini a dro he galon voar ho caad bean collet. Sant Antonin, sant Ligori, sant Ignas, sant Ian Chrisostom a delc’h ar memeus langaj. Pegement eta na dle qet crenan piou benag a neglij, pe a dispris an devosion da Vari : rag hep doutans ebet, collet a vezo : rag, eme sant Bonavantur, mervel a rei en he bec’het, ha na allo qet mont da rouantelez an env, pe na neus qet deurveet caout recours da Vari : er c’hontrel, piou benag a so fidel d’he servij na all qet bean daonet : nan, eme sant Hilair, ha pa nefe, en amser dremenet, meurbet offanset Doue. An droug speret, hon adversour, na neus nemet re a hanoudeges deus ar ouirione-man : ha-ze a so cos de-han d’ober he bossupl evit distagan calon ar pec’her deus an devosion d’ar Verc’hes. Ar pes e ra he arach, eo goude ma nefe groet d’an den