Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/119

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 118 —

bloa ha tregont oa. He verc’h meurbet nec’het ec’h a da gaad eur beleg, hag hen ped da zont da esa gonit an ine caledet-man. Aru qichen goele ar c’hlanvour, ar beleg hen ped, hag en angaj da enem reconsilian gant Doue dre ar govision ; mes c’heman a respontas penos na c’houle qet ; ha scouis o oelet ar beleg, a laras de-han : Leset ec’hanoun en peuc’h, et voar ho qiz, ha na deuet qet d’am jenîn. Ar beleg ec’h a er-mes deus an ty ; mes ebars eun neubeut amser e retorn. Disclerian ha preseg e ra d’ar c’hlanvour ar guirioneo ar muian consolant hag ar re ar muian spontus deus ar relijion ; inutil oa, na alle qet teneraad he galon muioc’h calet evit an dir. Oblijet c’hoas da enem den, ar beleg, qent evit abandonîn he glanvour, a laca, sioul dindan he ben-goele, medalen miraculus ar Verc’hes ; laret a ra d’he verc’h, laret eun Ave Maria evit-han, hag hen deus he goste hen recommand da bedenno ar Verc’hes. Na oa qet c’hoas eun hanter-heur aboe ma nefoa quîtaat ar beleg, ma reas ar c’hlanvour monet d’hen clasq : hen reseo e ra gant joa, covesaat e ra, ha bean a neus ar boneur da