Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/116

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 115 —

servijer ? Hag-he eo an hini pehini a us, pe evit laret goueloc’h, a abus deus eur pratiq benag en henor d’ar Verc’hes, evel dre exempl, deus ar Scapulair, evit en em lesel da vont, hep delc’h, d’he disurjo, ha-se o esperîn hep reson, abalamour ma toug abit ar Verc’hes, na nall james bean collet, an despet d’he obstinasion er pec’het ? O nan, an den-ze n’eo qet servijer da Vari. Piou eo eta ar guir servijer da Vari ? Hag-he eo ret bean en stad a c’hras, pe otramant, hag-he eo ret bean guir servijer da Zoue evit bean guir servijer da Vari ? O Mari ! mar eo neseser ar gondision-ze, piou a vo ho servijerien ha penos a elfet-hu bean, en guirione, galvet refuj ar bec’herien ? Mes comprenomp erfad penos ar pec’her, ha memeus ar muian bras, ac’h all bean, hag a so servijer da Vari, adaleg ma ra, a galon, eun dra benag en he enor, ha mar e neus eur guir volante da enem gonvertisan ha da en em unanîn gant Doue. Chetu a-ze ar pec’her deus pehini eo guir laret penos na all james bean collet, ha penos e vo miret gant Mari deus an ifern. Ar ouirione-man a so c’harpet voar testeni an doctoret pere oll a disclerie