Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —


PEDEN.


O Mari ! deus ho huelder en envo, plijet genac’h iselaat e voar-n-omp ho sello carantezus. O Guerc’hes, evidomp da vean pec’herien, na golomp qet confians, rag mar gomp carget a bec’hejo, c’houi a so leun a visericord ; hag hon fec’hejo, neus fors pegen bras e vent, na ellont qet trec’hîn voar ho misericord pehini a so muioc’h galloudus da obten pardon evidomp, evit na ne hon fec’hejo d’hon c’holl.




TRIVOEC’HVET DEVEZ.


————


Et Jesum… nobis… ostende.


Mari a vir he servijourien deus an ifem.


Imposubl eo a teufe da vean collet eur guir servijer da Vari ; mes piou eo he guir