Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/114

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 113 —

chanchamant, Doue hen discar evel Paul voar hent Damas. Gras Doue obtenet evit-han dre bedenno groet da Vari, a deu da douch he galon : ober a ra gervel an den ioanq, hag a lar de-han : te a seblant d’hîn bean eur bugel mad, qers da glasq d’hîn an otro Sevin, beleg an hospital. Ar beleg-man a aru ; ar c’hlanvour a grog en he dorn, a ra sing ar groas, hag a gomans he govision. Goude he bean achuet, a c’houl a voes huel pardon digant an oll. En naontecvet deus a vis mae, goel sant Ervoan, patron an hospital, eo an usaj da dougen ar Sacramant en prosesion er saliou an dud clan. Pa oa ar Sacramant o tremen en qichen he voele, a reas digorîn he rideojou evit ma nije ar boneur da adorîn he Zalver : ha neuse e c’houlenas c’hoas pardon digant Doue, ha dirag an oll, hag en eur achuîn, a laras : O pegen caer eo ar relijion ! Ma Doue, biniget ac’hanoun. — En dez voarlerc’h, an ugent deus a viz mae e varvas gant santimancho leun a fe, ha goude bean resevet he sacramancho.