vue evel diagent ; hen angagin a ris da vont da noz da asistan en pedenno ar Verc’hes, mes ober a reas goap deus an treo-ze oll. Coet clanv, hag et d’an hospital, ec’h is d’hen goelet hag e comsis de-han deus ar govision. Neuse a respontas d’hîn penos na glevet qet gant ar scouarn-ze, ha penos a covesao ous Doue ha nonpas da eun den pec’her. — Me ive, a respontis de-han, a govesa ous Doue, mes dre voïen eur beleg pehini a dalc’h plas Doue em c’henver. — Erfin, o oelet a colen ma foan ha ma amzer o preseg de-han, ec’h is dar sadorn ar c’hoesecvet deus a vis qerzu 1842, d’hen recommandin d’ar pedenno e ve groet d’ar Verc’hes en ho ilis, evit distro ar bec’herien. D’ar sul, en dez oa bet pedet evit-han, a retornis d’hen goelet, mes bean oa bepret ien voar ar pes a sell ar relijion. Daou dez goude a retornis, mes pebeus chanchamant ; en em gonvertiset oa a gren : an dez diarog a nefoa goulenet eur beleg, a nefoa coveseet, comuniet ha bet nouet. En eur ariout, a laras d’hîn : — Evurus ec’h oun, ar peuc’h a so breman em c’halon. Na allan qet laret d’ac’h ar boan am eus bet
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/108
Neuz