Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/109

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 108 —

da soufr adaleg commansamant ma c’hovision beteg ar fin. Seblantout a re d’hîn oa an ifern ebars ma c’halon gant an oll erder deus he dann. Mes Mari a neus ma sicouret, ha breman an env a seblant bean em c’halon. — Eis dez goude, an den-man a varv gant guir santimancho a fe hag a relijion. »


PEDEN.


O Mari, hon advocades, c’houi pehini a neus groet d’ar pec’her-man zantout, goude he gonversion, eun dousder qen bras qen a lare penos oa joausdet en env en he galon ; obtenet ive evidomp, pec’herien, eur c’hlisen deus ar c’hraso ha pere a netta an ine deus ar pec’het ha pere hi rent evurus.

En tuont, Mari, scuillet ar graso extraordinal-ze voar qen lies a galono pere a recommandomp d’ac’h : beet true out-he ha deut buan d’ho sicour, rag bean int meurbet malurus, rag bean int meurbet coupabl.


————