Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —


« Paris, ar bevaret a vis guenver 1843.

Ec’h an da reîn d’ac’h, Otro, an histoar deus ar vue dremenet deus an den ioanq-man, evit ma elfet c’hanaveout pegen bras eo ar c’hras a neus roet Mari de-han. Aboe he gomunion gentan, a nefoa dileset he deverio a gristen ; troet divoar hent ar silvidiges, na re qen nemet c’heuil goal gentelio ha fals plijadurezo ar bed. Bean a nefoa en he galon casoni ous qement a aparchante ous an Ilis catholiq, hag hen discoeîn a reas eur bloa, dez voel ar Sacramant. Pa oa ar prosession o tremen ebars en eur ru, an den malurus-man, evit insultin J.-C. ebars ar sacramant deus he garante, en em discoeas gant eur bonnet ru voar he ben. An dud a bolis, hen oblij da en em den, mes na golas qet couraj, hag evit ober goazoc’h, e teu en creis ar ru evit ober ha laqet disurs. Aboe an amzer-ze, dorn Doue hen chatias, evit ober de-han antren en-han ec’h-unan. Gant intansion da laqet en he galon santimancho goeloc’h, ec’h is d’hen caad ; rein a ris de-han medalen ar Verc’hes ; hi c’hemer a ra evit ober plijadur d’hîn, mes memeus tra a continu he