Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/106

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 105 —

destinet a bep amser evit bean Mam da Zoue, ha-ze, evit ma alje sovetaat ar bec’herien pere a so prest da dennan e voar ne-he coler Doue. Ia, eme sant Anselm, Mari a so bet hueleet beteg ar galite a Vam da Zoue, ha-ze, muioc’h evit ar bec’herien, evit ar re just, rag d’ar bec’herien, Mari a so dleoures deus he huelder.

Evit ar bec’herien c’hoas eo savet en Envo, evit bean ennon hon intersesoures evit desidan entre he Mab ha hi an afer deus hon silvidiges. Penos eta caout aon da vean collet ni pere a meump Mari evit Advocades ? C’houi ive, Mari, continuet da vean hon guir hanteroures, difennet bepret hon c’hos dirag hon barner ; groet ma vezo Doue truezus en hon c’henver en dez deus hon maro.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 4, pajen 292.)


Eur liser c’hoas scrivet dan otro Desjenett evit rein de-han da c’hanavout distro eun den ioanq a dri bloas voarn’ugent.