Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/105

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 104 —

caout ar pes a neus collet. Ho ! enem gonsolet, pec’herien, c’houi pere a neus collet gras Doue ; Doue memeus, eme sant Bernard, a neus roet d’ac’h Jesus-Christ evit hanterour. Jesus a neus staget ous he groas ho setans a varo, no pet qet eta aon ; couscoude, ma na gredet qet laqet ho fians en Jesus-Christ, abalamour d’he vajeste huel a Doue, goufeet penos oc’h eus eun Advocades pehini eveldoc’h a so bet crouet, ha pehini, mar e deus bet recevet digant Doue muioc’h a c’hraso, eo evit ho zistribuin d’ac’h. Enem adresset eta de-hi gant confians, hi eo ar sqeul evit mont d’an Env, hi eo ar peuc’h er brezel, pardon ar re goupabl, silvidigez ar re gollet, esperans an dud disesperet. Mari, c’hanval ous goareg-ar-glao deus pehini Doue a lare : laqat a rin en Env eur sing a beuc’h, ha pa oelin hane-han, e teuio ar sonj d’hin deus an acord a so tremenet evit james entre an dud ha me. Ar sing a beuc’h-se pehini a meump en Envo eo Mari, deus pehini ar oel a ra da Zoue arretin he venjans, pardonnin d’ar pec’her, hag ober he beuc’h gant-han. Mari, eme sant Ian Chrisostom, a so bet