Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

da den ; o Guerc’hes, n’ellomp qet credin penos an hini a neus roet d’ar bed, ar sourcen deus ar silvidiges, ac’h alfe ampech da gaout true ous ar re he fed ! evel-se eta, Mari, pa eo ho carg, enem laqet entre Doue hag ar pec’her, deut d’hon sicour, ho pedin a reomp abalamour ec’h oc’h hon advocades ar muian truezus.




C’HOUEZECVET DEVEZ.


————


Mari a so hanteroures entre Doue hag ar pec’her.


Ar pec’het, pehini a dor an union admirabl pehini a ren entre Doue hag an ine just, a rent ar memeus ine en eur stad a gasoni gant he grouer, ha dic’henet dirag he daoulagat. Petra eta a neus-han d’ober an den pehini enem gav er stad trist-se ? Dleout a ra enem adres dan hini a c’hall obten pardon evit-han, hag ober de-han