Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/101

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 100 —

se, eur personaj pehini a douge cals a interest evid-oun, em recomandas d’ar pedenno pere a ve groet d’ar Verc’hes en ho c’hilis evit conversion ar bec’herien. Ze oa ar bempet voar-nugent deus a vis here ; an de voarlerc’h, ar personaj-man a laras d’hîn ar pez a defoa groet : ober a ris goap deus a gement-se. Neus fors, tri de goude, an den charitabl-man em pedas da vonet gant-han da Ilis ar Verc’hes.

» Evel am oa aferio ebars ar c’hartier-ze, ec’h is hag en eur dremen, ec’h antreis hep intansion abet en ho c’hilis, hag e sortiis er memeus stad. An dez voarlerc’h, d’ar sul, ec’h is c’hoas d’an ilis da ofis ar Verc’hes, da seis heur deus an noz, chom a ris er pedenno hag er sarmon, hag ober e ris eur beden vian benag. Distro em c’hamp, ec’h is em goele, mes na ellen qet cousqet. Imposubl oa d’hîn pellaat deus ma speret ar pes am oa clevet ha goelet en ho c’hilis. Erfin, scouis o caout bepret en pad pevar dez, ha peder noz ma speret o sonjal er memeus treo, hag evit esa caout ar peuc’h ganin ma c’hunan, e qemeris ar resolusion da retorn d’ho c’hilis gant intansion d’a vonet