Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/100

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 99 —


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 4, pajen 281.)


Er 18 deus a vis gouere, er bloa 1843, eur pec’her a scriv d’an otro Desjenett evit rein de-han da anavout an histoar deus he vue ha deus he gonversion. Chetu aman he gomjo :

« Bean oun tad a famill, oajet a dri-ugent vloa ; chom a ran en creis-dez Franz, daou-c’hant leou deus a Baris. Aboe seiz vloa a tregont so, ma speret ocupet hepqen deus ma aferio, am eus neglijet an deverio deus ma relijion. En pad an amzer-ze, na sonjen qet ebars er stad trist nag en disurjo en pere a veven. Eun afer a gas ec’hanoun da Baris ; tremen a ran ennou eun toulat mizio. Digoean a reas d’hîn enem gavet gant tud pere a bratiqe ar relijion, ha pere a gomze d’hîn deus ma c’honversion en eur laret : penos a mije mui a beuc’h hag a evurusdet em bue.

» Mes me a c’hoarze deus ar pez a lerent hag ar re memeus goap an neze. En qeit--