Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/99

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 98 —

rag he Map. Mes, eme ar memeus sant, da betra e servijfe dimp he gallout, ma na implije qet a ne-han en hon andret ? O ! na m-eomp qet aon ; trougareqeomp qentoc’h Doue pehini a neus groet d’an hini ar muian galloudus en toez an oll zent bean ive hon Advocades ar muian aqetus hag ar muian tener. C’houi, Mari, eo hon souten en hon foanio, hon difen ebars er bresel ; ho protecsion a so muioc’h bras hag ho carante muioc’h tener, evit na ellomp compren. Evel ma sant en guir Vam hon miserio, Mari a so bepret ous tron Doue evit ho discoeîn, hag evit tennan a voarnomp he c’hraso. Mar crenomp abalamour d’hon fec’hejo, o sonjal en justis Doue hag en he goler, enem adresomp da Vari, hi eo hon Mam, hi, eme sant Augustin, eo hon Advocades en Env. Sec’het eta ho taero, c’houi pere a so ebars er boan ; beet en peuc’h, c’houi pere a so er spont, rag Mari pehini a so Mam d’ho parner ha d’ho Toue, a so ive hoc’h Advocades, hag eun Advocades leun a garante hag a drue evidoc’h.