Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/102

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 101 —

d’a goves, mar cavjen eur beleg. Mont a ran d’an ilis, ha goude bean gortoet, adaleg creis dez hanter beteg diou heur, a oelis ec’h ariout eur beleg pehini a eas da istruîn ar bugale evit ho c’hentan comunion. Silao a ris ar pes a lare de-he, ha surtout ar pes a laras voar sacramant ar binijen : sclerijenîn a reas ma speret. Ma intansion a oa da enem adressin de-han ; evel ma nefoa qet achuet ebars peder heur, ec’h is d’ar ger : retorn a ris d’an noz, mes caout a ris an ilis serret.

» Ar guener, an de voarlerc’h, ec’h is da gavet ma mignonet da bere a discleriis ar pes am oa groet hag ar c’heun am oa da nonpas bean gallet covesaat. Neuse, unan a ne-ze, hep laret netra d’hîn, ec’h a da enem intent gant eur beleg, hag a deu da annons d’hîn penos a c’halen mont d’hen caout ar sul er beure. En dez-se, ar mingnon-man a gass ec’hanoun da dy ar beleg-se, pehini em resevas gant eur vadeles hep par. Aru en he gamp, aboan oa d’hîn bean daoulinet dirag eur c’hrusifi, hag imaj ar Verc’hes, ma teuas ma c’halon da lampat, da deneraad, ma daoulagat da scuil daero qen dous