taad he ozac’h, ha mar timez da unan all, e ra avoultriach.
(13) Neuze e oe digasset dezhan bugale vihan, evit ma touchje outhe ; mes an diskibien a c’hourdrouze ar re ho digasse. (14) Ha Jesus, o velet kement-se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe : Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (15) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. (16) Hag o veza ho c’hemeret etre he zivrec’h, ec’h astennaz he zaouarn varnezhe hag ho bennigaz.
(17) Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit herita ar vuez eternel ? (18) Jesus a lavaraz dezhan : Perag em galvez-te mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (19) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ra ket a avoultriach ; na laz ket ; na laer ket ; na lavar ket a desteni faos ; na ra gaou e-bed ouz den ; henor da dad ha da vam. (20) Hen a respontaz : Mestr, miret em euz an holl draou-ze adaleg va yaouankiz. (21) Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra : Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env ; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun. (22) Mes he-man en em gavaz nec’het gant ar gomz-se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.
(23) Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien : Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (24) Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou-ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz : Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue ! (25) Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag e oent c’hoas muioc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz : Kement-se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue ; rag pep tra a zo possubl da Zoue.
(28) Neuze Per a gommansaz lavaret dezhan : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon