gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken, (44) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (45) Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep-ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket, (46) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (47) Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan ; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep-ken, eget kaoud daou-lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan (48) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.
(49) Rag pep den a vezo sallet gant tan ; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen. (50) Eun dra vad eo an holen ; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot-hu anezhan ? (51) Ho pezet holen enoc’h hoc’h-unan, ha bezit en peoc’h etrezoc’h.
ESUS, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a-hed ar Jourdan ; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.
(2) Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises ? (4) Int a lavaraz dezhan : Moises hen deuz permetet ober eur scrid a zivors hag he c’has kuit. (5) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Abalamour d’ar galeder euz ho calonou eo hen deuz Moises scrivet deoc’h ar gourc’hemen-ze. (6) Mes er pen-kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep-ken. (7) Abalamour da ze e tilezo an den he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg ; (8) hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ; evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. (9) Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo unanet gant Doue.
(10) Hag ebarz an ti, he ziskibien hen interrojaz adare divarben ar memeus tra ; (11) hag e lavaraz dezhe : Piou-benag a gasso kuit he vreg hag a gemero unan all, a ra eun avoultriach en he c’henver ; (12) ha mar deu eur vreg da gui-