Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/93

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
84
SANT MARC, IX.

dezhan sevel ; hag e choumaz en he za.

(28) Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a-gostez : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas kuit an drouk-spered-se ? (29) Hag hen a respontaz dezhe : Ar seurt drouk-sperejou-ze na hellont beza kasset kuit nemed dre ar beden ha dre ar iun.

(30) Hag o veza eat ac’hane, e treuzjont ar Galile ; ha Jesus na fellaz ket dezhan e vije gouezet kement-man gant den. (31) Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe : Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz. (32) Mes int na gomprenent ket ar gomz-se ; ha ne gredent ket goulen diganthan.

(33) Dond a reaz goude-ze da Gapernaum, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe : Divarben petra e tisputec’h-hu etrezoc’h en hent ? (34) Mes int a dave ; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa. (35) Hag hen, o veza azezet, a c’halvaz an daouzec hag a lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag beza ar c’henta, e vezo an diveza euz an holl, ha servicher an holl. (36) Hag o veza kemeret eur bugel bihan, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz ; hag, o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhe ; (37) Piou-benag a receo unan euz ar vugaligou-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.

(38) Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk-sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement-se, abalamour ne heul ket ac’hanomp. (39) Mes Jesus a lavaraz : Na zifennit ket outhan ; rag n’euz den hag a ra burzudou em hano, hag a helfe kerkent drouk-komz ac’hanoun. (40) Rag an hini n’ema ket a-enep deomp, a zo evidomp. (41) Ha piou-benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans ; (42) mes piou-benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan-ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.

(43) Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ;