Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/96

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
87
SANT MARC, X.

euz heulliet ac’hanoud. (29) Ha Jesus a respontaz : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel, (30) ha na recevo divar vreman, en amzer a zo o ren, kant gwech kemend all a diez, a vreudeur,a c’hoarezed, a vammou, a vugale, a zouarou, gant persecutionou ; hag, er bed da zond, ar vuez eternel. (31) Mes kalz euz ar re genta a vezo an diveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.

(32) Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe ; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a-gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan. (33) Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled. (34) Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro ; mes an trede deiz e resussito.

(35) Neuze Jakes ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz d’he gavoud en eur lavaret : Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlennimp. (36) Hag hen a lavaraz dezhe : Petra a fell deoc’h a rafen deoc’h ? (37) Int a lavaraz dezhan : Accord deomp ma vezimp azezet unan a-zeo, hag egile a-gleiz d’id, en da c’hloar. (38) Jesus a lavaraz dezhe : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Ha gallout a hellit-hu eva ar c’halir a dlean-me da eva, ha beza badezet gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ? (39) Hag e leverjont dezhan : Gallout a reomp. Ha Jesus a lavaraz dezhe : Eva a reot evit-gwir ar c’halir a dlean da eva, ha badezet e veot gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ; (40) mes evit beza azezet a-zeo pe a-gleiz d’in, n’eo ket d’in-me eo hen rei, nemed d’ar re evit pere eo preparet kement-se.

(41) An deg all, o veza klevet kement-se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian. (42) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos ar re a dremen evit mistri var an nationou a zav varnezhe ; ha penaos ar re vraz ho deuz otorite varnezhe. (43) Mes na vezo ket evel-se en ho touez ; er c’hontrol, piou-