Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/92

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
83
SANT MARC, IX.

lavar ar Scribed ez eo red e teufe Elias da genta ? (12) Hen a respontaz : Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a-nevez an holl draou ; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet. (13) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe.

(14) Hag, o veza deuet etrezeg an diskibien all, e velaz eur bobl vraz en dro dezhe, ha Scribed o tisput ganthe. (15) Ha rag-tal, evel ma velaz an holl bobl-ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan. (16) Neuze e c’houlennaz digant ar Scribed : Divarben petra e tisputec’h-hu ganthe ? (17) Hag unan euz ar bobl, o komz, a lavaraz : Mestr, digasset em euz d’id va mab pehini a zo dalc’het gant eur spered mud. (18) E pe leac’h-benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan ; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha ; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (19) Neuze Jesus a respontaz dezhe : O raç incredul, pegeit e choumin-me ganeoc’h ? pegeit e supportin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen d’in. (20) Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni. (21) Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad : Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-man ganthan ? An tad a lavaraz : Adaleg he vugaleach. (22) Hag alies hen deuz ar spered-se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra-benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp. (23) Jesus a lavaraz : Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred. (24) Ha rag-tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite. (25) Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan : Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel-ze, ha na antre mui enhan. (26) Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz ; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini : Maro eo. (27) Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz