Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/91

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
82
SANT MARC, IX.

lavaret dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.

(34) Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun. (35) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi. (36) Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene ? (37) Pe petra a helfe eun den da rei evit rançon d’he ene ? (38) Rag piou-benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e-touez ar raç-tud avoultr ha pec’her-man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.


CHABISTR IX.


LAVARET a reaz ive dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.

(2) C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a-gostez var eur menez huel ; hag e oe transfiguret dirazhe. (3) He zillad a zeuaz da veza lugernus, gwenn evel an erc’h, ker gwenn ken n’euz kandier e-bed var an douar a helfe renta ker gwenn-ze. (4) Hag e veljont dirazhe Elias ha Moises, pere a gomze gant Jesus. (5) Neuze Per, o komz ouz Jesus, a lavaraz : Mestr, aman eo mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (6) Rag na ouie ket petra a lavare, dre ma oant spountet braz. (7) Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe : hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, selaouit anezhan. (8) Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep-ken.

(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a-douez ar re varo. (10) Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlen an eil digant egile petra a zinifie resussita a-douez ar re varo.

(11) Hag ec’h interrojent anezhan, en eur lavaret : Perag e